Lanvad


Eur wech e oa pe
Marteze ne oa ket
Mes me c'ha da
Gontañ deoc'h bepred
Un istor bet savet
E vreizh a bezh
Endro hag e kreiz
Lanvad e oa e anv

Kavet 'oa ar mintin-se
Degaset gant al lanv
Laboused divuhez
Strewet war an traezhenn
E gweleoù
Koltar e oant kousket
Gwallzarvoud diwezhañ
Hervez ar renerien

Met pa voe
Distro ar gwagenn
Oa ar mor en-dro
Spontus ha distruj
Hag o ouelañ
Hag o skarzhañ
E tammklever
Mouezhioù o kanañ

Perak emaoc'h o kunuc'hañ
Pa 'z eo ret stourmañ
Arabat plegañ
Poent eo dispac'hañ

' Gred ket 'ta 'r bolitikerien
Diboell eo an divizerien
A ra fae ouzh tud ar bobl
Poent eo dispac'hañ


Eur wech e oa pe
Marteze ne oa ket
Mes me'ha da
Gontañ deoc'h bepred
Un istor bet savet
'n abeg da gempenerien
Evit an arc'hant
Araokaat e oa e anv.

Deuet eo da soñj din
Tourteroù wastañ 'r maezioù
Ar gwezh divuhez
Bern-war-vern a-gevret
En ur gwele
Ludu ha c'hwervoni
Loened dilojet
Trec'h ar c'hoant gounid

Met pa voe
Erruet ar gwagenn
Ar strollad teilok
Ne oa ket mui aze
Hag o ouelañ
Hag o skarzhañ
E tammklever
Mouezhioù o kanañ

Il était une fois
Ou peut-être qu'il n'était pas
Mais je vais
Quand même vous raconter
Une histoire qui s'est déroulée
Dans la Bretagne entière
Autour et au milieu
Et qui s'appelait Lanvad

On trouva ce matin là
Rejeté par la mer
Des oiseaux sans vie
Eparpillés sur la plage
Dans des lits
De pétrole ils étaient couchés
Dernière catastrophe
Selon les décideurs

Mais quand fut
De retour la vague
La mer fut de nouveau
Horrible et détruite
Et tout en pleurant
Et tout en nettoyant
On devinait
Des voix en train de chanter

Pourquoi êtes-vous en train de gémir
Quand il faut se battre
Il ne faut pas plier
Il est temps de se révolter

Ne crois pas les politiciens
Les parleurs sont fous
Ils n'ont que faire du peuple
Il est temps de se révolter

Il était une fois
Ou peut-être qu'il n'était pas
Mais je vais
Quand même vous raconter
Une histoire qui s'est déroulée
A cause des rentabilisateurs
Pour l'argent
Ca s'appelait le progrès

Je me rappelle
Les buldozers détruisant les campagnes
Les arbres sans vie
Entassés pêle mêle
Dans un lit
De cendre et de rancune
Les animaux délogés
Victoire de l'appât du gain

Mais quand fût
Arrivé la vague
Le groupe vaniteux
N'étais plus là
Et tout en pleurant
Et tout en nettoyant
On devinait
Des voix en train de chanter